|
Buhezskrid
e 1976,
pa oan studier e Roazhon em euxs kejet gant un akordeoñs bihan
evit ar wech-kentañ. An deiz war-lerc'h ez is da brennañ
unan !
Ar bloaz
war-lerc'h e oan o chom e Bro-Saoz e Lancashire. Eno e krogan da zeskiñ
soniñ an akordeoñs da vat, gant alioù mat Pete
Coe.
Distroet
e Breizh e krogan soniñ e ma festoù-noz kentañ, ma-unan
pe asamblez gant Gilles Derambure ("les tournevis pieds-nus")
Adalek
1981 on kelenner war an akordeoñs bihan er "c'hConservatoire
Régional de Musique et Danses Traditionnelles de Bretagne" e
Plañvour (a zo deut da vezañ "Amzer Nevez" dibaoe).
Eus 1985 beteg 1988 on bet kelenner en "Skol Vroadel
Sonerezh an Oriant"
E 1984,
gant daou gelenner-all (Youenn Bihan gant ar vombard hag ar "pistoñ"
ha Patrice Quéré ouzh ar violoñs) e krouan
ar strollad Skolvan. Deroù
avañturioù a bemzek bloazvezh eo...

e 1993
er festival "Mosaïques" e Kemperle,
gant Cocktail Diatonique, asamblez gant Richard Galliano
(foto G. Le Gal)
e1991
e krouan ar strollad Cocktail Diatonique
asamblez gant Jacques Beauchamp, Ronan Robert ha Patrick Lancien
Gortoz
a ran betek 1997 evit enrollañ ma fladenn solo kentañ
« an droug hirnez ». "Une démarche
artistique enthousiasmante" -Trad Magazine
e 1999 e kuitan Skolvan, me a zo rannet ma c'halon... Med
an dieubidigezh nevez gounezet a laosk ac'hanon d'ober a bep seurt traoù
nevez :

Gouelioù-meur Kerne 96 (Luc'hsk. Béatrice
Le grand)
ouzhpenn
ar strolladoù "daou-ha-daou" gant Stéphane Morvan
(fleutenn-goad) pe Fañch Landreau (violoñs) pe "tri-ha-tri"
(strolladoù Chouk! pe
Perroches-Hayes-Brunet)
ar strollad berrbad festoù-noz TÎNTAL
gant Dédé Thomas (biniou kozh), Stéphane
Morvan (bombard), Frank Le Bloas (bouzouki), Jean-François
Roger (taboulinoù a bep seurt)
abadennoù
"jazzy" gant Thierry Moreau (violoñsel) pe Gildas
Boclé (boudvioloñs) ha Dom Molard (taboulinoù
a bep seurt)

Cactus
Café. Austin, Texas. Miz du 99 (Luc'hsk. Kay)
renerezh
azhourel daou CD kentañ ar strollad Spontus
evid « an Naer Produksion »
e2000
ar strollad Jolie Vilaine gant
ar ganerez Véro Bourjot, Vincent Guérin (boudvioloñs),
Jean-François Roger (taboulinoù a bep seurt) ha
Erwan Bérenguer (kitar)
"Henchoù
ar mor Atlantel", un abadenn sonerezh o vodañ
17 muzisianed a Vro-Iwerzhon, Bro-Gebeg ha Breizh. Gant Jean Baron
ha Christian Anneix, Manu Lannhuel, Nicolas Quéméner,
Christian Lemaitre, Josephine Marsh, Phil Callery, Bernard Simard, Normand
Miron...
sevel ha
c'hoariñ war-an-taol sonerezh ur pezh teatr mergodennoù
(Théâtre Bleu)
e2004
ar strollad BELEN, muzisianezed
ha kanerezed a Vro-Skos, Bro-Saoz ha Breizh : Mary Macmaster (telenn
keltieg, kan), Jo Freya (saxo, klarinetenn, kan), Brigitte
Kloareg (kan), Hélène Brunet (kitar, laùd)
ar strollad
la Godinette gant Jean Baron
ha Christian Anneix...
ar strollad
Diamik gant Gwenael Kivijer (akordeoñs
kromatek), Brigitte Kloareg ha Julian Sutton, eus Newcastle,
(akordeoñs bihan)...
e
2006 Fiskal
! evit abadennoù da selouiñ gant Hélène
Brunet (gitarioù, laùd) ha Gaëlle Branthomme
(violoñsel).

2007 - (Luc'hsk.
Sylvain Rocaboy)
e 2007
krouidigezh ar raktres Katharsis,
o vodañ sonerien, arzhourien, dañserien...
e
2008 adkrouidigezh ar strollad Cocktail
Diatonique, gant Ronan Robert ha Fañch Loric...
en
2009 embann ul levr ha DVD: "Méthode d'accordéon
diatonique volume 1 : débutants et faux-débutants"
krouidigezh
an arvest "Konchoù
tzigan" gant
ar c'hontour Jeff Michaud
|